Association Paysages de Mégalithes

 teuliad emstrivañ meurvein Karnak ha glannoù ar Mor-Bihan da c’h/Glad Bedel an UNESCO

Un tregont oberour foran ha kevredigezhel bennak a vod ar gevredigezh « Dremmvroadoù Meurvein » krouet e 2012.
He fal eo kas teuliad emstrivañ meurvein Karnak ha glannoù ar Mor-Bihan da c’h/Glad Bedel an UNESCO.

Gwir raktres tiriadek a zo dezhañ gwellaat mirout, talvoudekaat ha treuzkas glad meurvaenel ar Mor-Bihan kement ha Breizh (taolioù-maen, peulvanoù, krugelloù-bez, steudadoù meurvein).

A-benn sikour ar gevredigezh da skridaozañ he zeuliad emstrivañ e kenlabour gant ur c’huzul skiantel etrevroadel Yves Coppens e brezidant. Ur pemzek den bennak klaskerion hag mailh a dud etrevroadel mestr war pouezusañ meurvein Europa.
Goude bezañ deuet a-benn d’ur c’hentañ tennad e dibenn bloavezh 2017 gant gwiriekadur Ministrerezh ar sevenadur hag ar c’hehenterezh, talvoudegezh hollvedek ar Mad kinniget e inskrivadur d’ar glad bedel mui dielfennadur keveratael etrevroadel e labour ar gevredigezh hag ar poellgor gouezoniel evit bremañ da lakaat harz resis d’ar mad (parzh-kreiz ha parzhbonn). An tennad diwezhañ a vo danzen steuñv merañ ar Mad da gensevel gant holl oberourien an tiriad : dilennidi, annezidi, perc’henned ha merourien al lec’hiennoù, oberourien an douristelezh h.a. A-benn neuze e vo prest an teuliad emstrivañ da vezañ kinniget gant ar Stad gall da boellgor Glad Bedel an UNESCO.
Dremmvroadoù Meurvein a c’halv da genurzhiañ oberoù ar c’hempenn, an terkañ hag an talvoudekaat war al lec’hiennoù meurvein e parzh-studi an UNESCO ha da grouiñ ur rouedad eskemmoù ag embregoù mat etre holl oberourien an tiriad. Un evezh dibarek a vez dalc’het war dreuzkasadur anaoudegezhioù ar glad-se hag asant gant an dud d’amkan UNESCO.

 Izili Dremmvroadoù Meurvein :

  • 26 kumun ar Mor-Bihan : An Ardeven, An Arvor-Baden, An Arzh, An Drinded-Karnag, An Intel, Aradon, Ar Bonoù, Arzhon, Bade, Belz, Edig, Enizenac’h, Hezoù, Houad, Karnag, Kiberen, Krac’h , Lokentas, Lokmaria-Kaer, Pleñver, Plouharnel, Sant Armael, Sant-Filiberzh, Sant-Pêr-Kiberen, Sarzhav, Sine
  • Departamant ar Mor-Bihan
  • 2 KKP : An Alre Kiberen Tir Atlantel ha plegmor ar Mor-Bihan
  • 2 ziazezadur foran ar Stad : Kreizenn ar Bolzioù broadel ha mirvaoù an Arvor-Baden
  • Kalz kevelourien :
    • Kevredigezhioù : KPLE Traoñienn stêr Wilen, an Ti Kreñv, Kamaraded Karnag, Peulvanioù Dieub, Ar Gedour
    • Towns : Vannes, Auray, Elven, syndicat mixte du grand site lunaire Gavres-Quiberon
    • KKP : Oust e Kumuniezh Brekilien , Kumuniezh Kumunioù Roc’h ar
      C’horriganezed

Daveennoù

Association « Paysages de mégalithes de Carnac et du Sud-Morbihan »
74 rue des Korrigans
56340 Carnac, France
Pellgomz : +33 (0)2 97 29 84 39

Lec’hienn Web

Darempredoù gant Paysages de Mégalithes

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *