Les Chemins d’Éléonore
beajoù dreistreol
Anv ur park dresañ e-unan eus 40 devezh-arat eo « hentoù Eleonor ». Ennañ un hent e ratre eus daou kilometrad kaset ar weladourien dresañ etre dremmvroioù a bep seurt (koadoù, stankoù, pradoù, gwazhoù-dour) dasstrewet gant ur gladig istorel war perc’henn kozh al lec’hioù : mengleuzioù Nevezoadvezh ar Maen, peulvanioù, hentoù henamzerel.
Galvet eo ar park da sachañ an evezh war ar gladig-mañ a zoug testeni diwar-benn perc’henn sklaer ar mibien-den er ragistor hag en henamzer. Re alies dilezet, faet, diheiet betek distrujet eo ar gladig-mañ ha bezañ talvoudus e ziskouez.
Ar weladenn a zo galvet ivez da lakaat da zizoloiñ arouezennoù pouezusañ ur prantad graet fae ivez warnañ : Nevezoadvezh ar Maen. Orin hor sevenadurezh gant he zro-vat ha siwazh e gudennoù ivez eo ar marevezhmañ. Hogos tavet warnañ el levrioù skol eo un anster dreist holl p’emañ an henoniezh gwareziñ en e varr o tiskouez bemdez muioc’h e wirvoud espar deomp.
Tu an natur, park dresañ e-unan a dalv e vez kavet ennañ ur struzhad plantennoù lec’hel da gentañ met ar re-se bet klasket gant al liozhour da vezañ lakaet brav un enklask diougondel ganti a-benn talvoudekaat bep hini pe bed strollad anezho en e genarroud.
Hervez ar c’houlzoù-bloaz e vo kavet ouzhpenn 250 strujenn lec’hiek pe staliet.Teir gwezenn-gistin lieskantvloaziek a zo moarvat ar re meurdezus, e miz Mae eo marteze an orkide ar re denerañ o kreskiñ e mouestijenn pradoù kozh e ratre evit-se.
Krouet eo bet al liorzh-mañ e 2016 gant perc’henner an dachenn. Bep hañv d’ar Sul e vez gallet gweladenniñ anezhi. Da nebeutañ e pad 2 eurvezh kontet enni istor al lec’hioù war 7 mil bloavezh betek aloubidigezh ar romaned. Deskrivet eo ivez kalz strujennoù. Emellout a c’hall ar weladennourien e-doug ar weladenn.
Eurioù digeriñ
Gweladenn heñchet nemetken bep Sul da 3e30’ g.k. d’ar Sul 22 a viz Mae betek ar Sul 18 a viz Gwengolo 2022 ha da vare darvouvoù kevelet (gwelout lec’hienn genrouedad)
Daveennoù
Les chemins d’Eléonore
Le Théâtre Visiteur . la Ville Éléonore . 44410 Herbignac
Pellgomz : 06 20 30 22 61
0 Comments