Julie Broszniowski

 

 Henoniourez hag hanterourez war an henoniezh

Henoniourez hag hanterourez war an henoniezh aboe kalz bloavezhioù er C’hwec’hkorn hag e broioù estren e labouran evit bremañ e karnoù Mane Bihan ha Gavriniz (56) o seveniñ hag o kinnig eno meur a weladenn heñchet koulz hag atalerioù war ar ragistor hag ar veurvaenouriezh

 Rannañ ma anouadezhioù ha gouzout-ober gant ar skolidi hag an douristed a zo e-kreiz ma micher hanterourez hag a dremen gant ur perzh daremprediñ mat-tre hag azasadur ma frezegenn a zeuan a-benn d’hen seveniñ kement gant ar vugale ha gant an oadourien. Divyezheg klok em eus kemeret perzh e steuñvennoù e soazneg da seveniñ hag ivez e troidigezhioù kartennoù meur a virdi hag a gevredigezh.

Atalieroù a ginnigan eta war ar ragistor-pad : eus henoadvezh betek nevezoadevzh ar maen o tremen dre krennoadvezh ar maen. Kas atalieroù en-dro a c’hallan en o vesk re war an tan, ar chase hag an tennañ gant bazhoù-sinklañ, emdroadur ar mab-den, ar magañ e nevezaodvezh ar maen, an annezoù disheñvel er ragistor, an arzoù mougev, ar sonerezh, ar prierezh, ar stiperezh, ar gwiaderezh hag eveljust ar furchadennoù henoniel hag micheroù an henoniezh en o zouesk an henloenoniezh pe an henbrierzh.

Pa oa bet savet daou vloaz ma emembregerezh, on dibrez ivez evit stummadurioù war an hanterouriezh, krouidigezh malizennadigoù ha benvegoù diougonadel . Dilec’hiañ e c’hallan e skolioù, e kreizennoù-didu ha kinnig stajoù e-barzh embregerezhioù pe evit kevredigezhioù pe a-benn luskañ abadennoù evit mirdioù pe parkoù war an henoniezh.

Daveennoù

 

Julie Broszniowski
Henoniourez hag hanterourez war an henoniezh

 

56250 Elven

 

Pellgomz : 06 10 68 48 22

Darempredoù gant Julie Broszniowski

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *