Deoc’h e kinnig Valeri heuliañ anezhi e gweladennoù digent war danvezioù an henoniezh, ar sevenadur hag an Natur liammet kenetrezo.
Ha gweladenniñ divoutin beg kreisteiz Penn ar Bed ho po c’hoant ? Bevañ un taol-arnod gwir rannet gant un heñchour(ez) war an dachenn ?

Kit d’ober troioù-bale berr e familh e pleg hentoù a lec’hiennoù henoniel evel e Beg an Dorchenn. Atalieroù war ar Ragistor evit ar re vihan hag ar re vras a lakao bezañ oberourien ac’hanoc’h en ur weladenniñ !

Marc’h-Henon’ouarn Tro, ganti petra zo ? Ha diboultrennet an henoniezh gant ho heñchour(ez) oc’h ober un droad 8km war varc’h-houarn bezañ lakaet enni an niverusañ a lec’hiennoù henoniel a vez gallet. Gant ho marc’h-houarn e c’halloc’h dont pe gant unan a rakdibaboc’h.

Aocha a zo ivez didu ho heñchour(ez). Ar c’heginerezh ha kalvezerezh ar pesketa a-wechoù hendadel a vo displeget deoc’h. Ur wech bezañ amwelet ar gouennoù loen ha struj e viot prest da vevañ evel (Robinson) Kromagnon war an aod !

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *