Chanter Meurvein An Alre Kiberon Tir Atlantel

 Ur stignad kenemprañ dibar e Europa

En arbenn d’ar savadurioù meurvaenek niverus-meurbet a zo e bro an Alre e laka Kumuniezh-kumunioù An Alre Kiberon Tir Atlantel ur stignad kenemprañ war-sav krouet gant intrudu servij glad ar RRAS* evit talvoudekadur an ardremez hag evit kempenn ingal ar meurvein hepken ( renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel RRAS (DRAC e galleg).

En tu all d’e gefridi a dalvoudekaat hag a virout ar glad meurvaenek eo Chanter ar Meurvein ul lañs evit an implijoù.

Savet eo eta raklun al labourioù ketkevret gant servij glad ar RRAS kevelet
gant an Tachennoù Natur Kizidik, Servij-Departamant Henoniezh ar MorBihan, Mirvaoù an Arvor, Ofis Broadel ar C’hoadeier, ar c’humunioù hag ar berc’henned.
An holl servijoù gladel-se a ra ivez war-dro stummadur ar sternerien war kalvezerezh an emellout war al lec’hiennoù henoniel, kizidikaat anezho ouzh ar bolzioù o natur disheñvel diganto hag ar c’hontrolliñ skiantel ha kalvezel.

En tu all d’e gefridi a dalvoudekaat hag a virout ar glad meurvaenek eo Chanter ar Meurvein ul lañs evit an implijoù.

Bep bloazvezh ez wir eo ambrouget unan-hag-unan un 20 gwazour bennak e-kerzh o c’henemprañ (kevrat a 4 mizvezh a-wechoù adnevezet) gant ur genurzhierez sokiomicherel. Bep sizhun a ren un heuliañ war o zreugad kenemprañ hag a heñch anezho war sevenidigezh o raktres micherel. Unan-hag-unan pe a-stroll e pleustr ar c’hopridi war an doareoù da glask labour, hizivikaat o Cvoù pe c’hoazh prientiñ emveloù an tuta. Eus emelloù
michereien ar yec’hed, bed an embregerezhioù pe aozadurioù stummañ h.a. e tennont gounid. Al labourioù a zo frammet war an dachenn gant ar sternerien a stumm ar wazourien war an aveadurioù difer hag a dreuzkas evel-se dezho gwir varregezhioù ha gouzout-ober o harpañ o adsevel hag o distro en implij evito.

War ur 67 lechienn ha bolz bennak ec’h emell Chanter ar Meurvein forzh peseurt perc’henniezh anezho, ar muiañ diouto gwarezet evel Bolzioù Istorel (85%) hag a-wechoù dindan glad an anien ( Tachennoù Natur Kizidik, Natura 2000…). Sikour arc’hant e tennont gounid eus Ministrerezh al Labour hag an Implij hag eus Kuzul an Departamant e-keñver ar c’henemprañ sokiomicherel hag eus Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehenterezh koulz ha Kreizenn ar Bolzioù Broadel e-keñver talvoudekadur ha mirout ar glad.

 Eurioù digeriñ

  • al lun 8 :30-12 :00, 13 :30-17 :30
  • ar meurzh 8 :30-12 :00, 13 :30-17 :30
  • ar merc’her 8 :30-12 :00, 13 :30-17 :30
  • ar yaou 8 :30-12 :00, 13 :30-17 :30
  • ar gwener 8 :30-12 :00, 13 :30-16 :30
  • prennet ar sadorn hag ar sul

Daveennoù

COMMUNAUTÉ DE COMMUNES AURAY QUIBERON TERRE ATLANTIQUE

Porte Océane – 40, rue du Danemark
CS 70447 – 56404 Auray Cedex

Delphine AUBIN, Chargée de mission Culture et Patrimoine
Anne Françoise MORICE, Responsable du Service Insertion, Solidarités et Gens du voyage

Pellgomz : 02 22 76 03 92

Lec’hienn Web

Darempredoù gant Chantier des Mégalithes AQTA

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *