La Roche aux Fées

 An hini wellañ miret a vefe e Europa

Un daol-vaen eo Roc’h ar Gorriganezed a zo bet graet kumuniezh-kumunioù anezhi ivez.

Treset un alez toet gant an daroù skilt mouk a ya d’ober anezhi. Stank seurt bez meurveinek d’an 3de milved araok J.C.

Ar c’harn goloet gant mein dijuntr a oa ur bennoberenn gwechall. An alez toet-mañ a zo 19,5 m he hirder 6m he ledander ha 4m he uhelder.

Eus ur gwelead e-kreiz koadeg An Tilh war-hed muioc’h eget 4 km tu ar c’hreisteiz e teu ar mein. Meur a donnen eo pouez pep hini. 45 tonenn eo an hini pouezusañ hag a-gevret eo tost a 500 tonenn o fouez.

An daol-vaen a zo he hud oc’h en em ziskuliañ da goursav-heol ar goañv (21 a viz Kerzu) pa sav kentañ skin an heol a-steud gant he digoradur.
Saveteet eo bet a-drugarez d’ar Romantelourien o doa graet fed outi en 19
vet kanved. N’en deus ket dihanet diwar neuze a vagañ an estlamm hag an ijin.

Lavaret e vez e vefe bet savet ar savadur-mañ en un nozvezh gant korriganezed a-benn prouiñ o buhezegezh ha reiñ eürusted d’ar garantezourien a gontfe an hevelep niver a vein.

Lec’hiadur : war-hed 3km diouzh bourc’h Ezieg war-zu kêr Rester

Eurioù digeriñ

digor d’an dud : bep dibennoù-sizhun ha devezhioù vak adalek vakañsoù pask etre 11e ha 18e. Miz Gouere ha miz Eost bemdez 11e – 18e .
Rakdibab da 0820 205 235 evit ar strolladoù.
Gweladennoù hiniennel e-pad an hañv.

Daveennoù

Roche aux Fées Communauté

La Roche
35150 Essé

Numéro Indigo 0 820 205 235 (0,09€ TTC/MN)

Lec’hienn Web

Darempredoù gant Roche aux Fées Communauté

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *