karn Gavrinis :

bravig ar ragistor

Unan eus lec’hiennoù esparoc’h ar C’hwec’hkorn eo karn Gavrinis : ur savadur-bez meurdezus mein-dijuntr un daol-vaen en e c’houdor.

E-kreiz pleg-mor ar Mor-Bihan war Enez-Gavriniz e oa bet savet muioc’h eget 6000 vloaz zo. Anavezet eo hiziv an deiz er bed holl dre e zruilhad kinkladurioù engravet.

Lec’hienn nemedel karn Gavriniz ha karn Mane Bihan ivez. a zo o vont da vezañ inskrivet e glad bedel Unesco.

Karn Gavriniz a c’holo un daol-vaen drepasek 14 m he hirder echuet gant ur gambr-vez damgarrez 2,50 m² . E 1979 e oa bet sevenet furchadennoù niverus ha labourioù-reneveziñ hag o deus eilpennet an anaoudegezhoù war ar savadur-se : tu kuzhet lia-do ar gambr-vez a zo loened engravet warnañ. Al lodenn-se a 23 tonenn a glot klok gant ul lodenn all e lec’hienn Taol ar Varc’hadourien e Lokmaria-Kaer hag a zo war-hed ur 4 km bennak diouti.

Prouet eo bet gant Charlez-Tangi Rouz henoniour anezhañ e teue al lodennoù-se eus ur maen-sav bras nemeti 14 m he hirder gwechall war he sav damdost ouzh ar Maen-sav Bras torr moarvat.
An dizoloadenn-mañ a desteni adimplij ar mein hag emdroadur ar savadurioù liammet etrezo. Ha c’hoazh e tiskouez ivez gouestoni tud Nevezoadvezh ar Maen da zezougen sammadoù evelto war bellhent ha dre hentoù-mor.
Kentañ savadur niverelaet klok eo karn Gavriniz evit bremañ. Gant ar benveg-mañ ken dispar e krog ar glaskerien da gavout hentoù nevez a-benn kompren luzierezh ha pinvidigezh an neuzioù souezhus a gaera hogos an daroù holl.

Korvigellig : spletit eus ar bilhed gevell karn Mane Bihan + karn Gavriniz !

 Eurioù digeriñ

Digor lechienn Gavriniz

 

Daveennoù

Compagnie des Ports du Morbihan

18 Rue Alain Gerbault
56000 VANNES France

Pellgomz : +33 2 97 42 63 44

Site internet / Evit mont pelloc’h / Evit mont pelloc’h

Darempredoù gant Compagnie des ports du Morbihan

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *