ART’CHéolab

 Hag an henoniezh da vezañ istorioù !

A Un embregerezh war an henoniezh a-benn servijañ ac’hanoc’h
Hag an henoniezh da vezañ istorioù !

Arnodiñ, dornata, evezhiañ

Ur skiant mil dremm dezhi eo an henoniezh.

A-benn mirout hor glad, kuriusaat ac’hanomp ha divorfilañ hor spered-barn e teu an Henoni’ArzLabourvaourien gant o varregezhioù skiantel ha o kalvezerezhioù da skignañ an anaoudegezhioù. O soñjoù eskemmont war an Istor hag an istorioù, ar Mojennoù hag ar c’hevrinoù, ar Gouiziegezhioù hag ar gouzout-ober…

Hanterouriezh, Stummadur, Krouadennoù

Gant an Henoni’ArzLabourvaourien staliet e Breizh oc’h ambrouget a-benn dizoloiñ gladoù Europa a-bezh. Stummadurioù, prezegennoù, gweladennoù hag atalerioù eo obererezhioù disheñvel hag a vez gallet mont war hent an henoniezh e meur a zoare : ar micheroù, an arz hag ar galvezegezh, ar skrivañ pe an istor lec’hel, adalek ar ragistor betek bremañ.

Lakaet ez eus levrioù, luc’hvannoù, c’hoarioù, karnedoù, fichennoù diougonadek e kerz lennerien ar skolioù, ar c’hevredigezhioù, strollegezhioù, tud vicherel, poellgorioù an embregerezhioù, kreizennoù-didu, tud prevez…
An holl venvegoù-se diougonadel a c’hall bezañ implijet a-stroll pe unan-hag-unan. an Henoni’ArzLabourvaourien a zo aesaerien-soñj evit ma kompreno ha ma veizo pep hini seder he endro a-benn diorren he doareoù eztaoler ha he spered-krouiñ.
Ober a-stroll, kemer perzh, frankiz

podskign

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *