ArchéoSession

 

Kefridioù a zo en em roet Dalc’Henoniezh eo sevel ha luskañ obererezhioù war an hanterouriezh henoniel ha ragistor e-barzh Rannvrioù Liger-Atlantel ha Breizh a-benn kendaoliñ da skignañ anaoudegezhioù skiantel en danvezioù-se dre an holl dud.

D’ar vugale, d’ar grennarded ha d’an oadourien eo lakaet oberoù hanterouriezh Dalc’Henoniezh. Laouen e vefe ar gevredigezh diraeziñ an dud harzet (toulloù-bac’h pe ospitalioù da skouer).

Perzh a gemer an hanterouriezh ragistor e diorreadur un emouezañ keodedel dre gompren ar glad boutin oc’h aeesaat perc’hennidigezh ha doujañs e vetoù douar, korf, kevredigezhel ha sokial…mui respet an hini all.

Ar gevredigezh a zo he fal ar peurliesañ kemer perzh e talvoudekadur glad Rannvrioù Liger-Atlantel test oberegezhioù ar mibien-den war o ziriad.

An Argerzh

Savet eo bet an atalieroù diougonadel evit ma c’hallfe an dud bezañ oberourien e-doug o deskarderezh (an arnodiñ, ar goulennata…) a-benn kompren aesoc’h argerzh ar skiantourien.

Dre ret e labouromp diwar roadennoù skiantel fiziadus ha bremañaet. Azas eo hon amkanoù-kelenn ha hor skoroù ouzh an arvesterien.

ATALIEROÙ DIOUGONADEL

Gant ar re a gemer perzh en atalieroù e vez dizoloet, pe war an dachenn pe e labourvaoù, an hentennoù hag ar c’halvezerezhioù implijiet gant ar glaskerien war an henoniezh.

Savet eo an atalieroù a-benn lakaat an dud da zeskiñ dre an ober.

KROUIÑ SKOROÙ HANTEROURIEZH

HANTEROURIEZH WAR LEC’HIENNOÙ-GLAD

Test oberegezhioù mibien-den Rannvroioù Liger-Atlantel eo ar glad ragistorel a fell deomp kemer perzh en he zalvoudegezh. War lec’hiennoù-glad e kinnig ArchéoSession (Dalc’Henoniezh) deoc’h aozañ gwelladennoù klok an atalieroù diougonadel.

Daveennoù

ArchéoSession

163 rue Alphonse Fouschard
44521 Oudon

Emilie Boulestreau : 06.87.71.48.96

Lec’hienn Web

Darempredoù gant ArchéoSession

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *