Piv omp ?

Evit bremañ ez eus 25 ezel o deus sinet karta RLRB

Al Lec’hiennoùDegouezhadenn (Frañsez)

2014 : « Rouedad Lec’hiennooù Ragistorel Breizh » a oa bet graet eus ar rouedad, gant he disklêriadur diazezañ

Rouedad

A-youl-vat pe a-vicher e vodomp an holl dud c’hoant ganto talvoudekaat lec’hiennoù ragistorel e Breizh dindan framm embregerezhioù, kevredigezhioù, Kevredadoù Kevelouri Perzhiadek (K.K.P.), Embregerezhioù Foran ganto doareoù Kenwerzh pe Greanterezh (E.F.K.G.), emembregerien h.a. pe n’eus forzh piv a fellfe dezhañ oberiañ war an dachenn-mañ.

arvez boutin

Groupe lève un menhir
Bresk c’hoazh ha diaes mont di a-wechoù e
tiskouezh al lec’hiennoù ragistorel ul lodenn
hollbouezus eus hon istor hag a zo da virout
a-benn komprenn gwelloc’h hon endro.
Kinnig Rouedad Lec’hiennoù Ragistorel
Breizh eo liammañ nerzhioù bev hor
tiriegezh ha reiñ ul lañs nevez d’ar glad-mañ
ha d’ar pezh a arouez
Familles déplacent un menhir

A-benn talvoudekaat glad ar ragistor e c’hall bezañ oberoù an izili :
. an hanterouriezh war an henoniezh evit ar skolioù, ar strolladoù, a-hiniennoù,
. an embann,
. an diskouezhadegoù,
. an arvestoù hag an darvoudoù,
. an arnodiñ
. an adsavidigezhioù,
. ar stummadurioù micherel
. delc’her ul lec’hienn e ratre

Palioù

Hon nerzhioù a unanomp a-benn strewiñ 3 fal ganeomp :

1 : Stummañ

an hante-

rour(ien)(ezed)

Rannañ ar gouzout-ober hag ar gouzout-bezañ
Krouiñ, eskemm, kenlodenniñ benvegoù an hanterouriezh ha re an dalvoudegezh
Skignañ ha rannañ anaoudegezhioù war Ragistor Breizh
Aesaat ar stummadur dibaouez, bremañaat ar gouizidigezhioù

2 : Titouriñ

an dud

Aozañ darvoudoù boutin (devezhioù, foromoù, diskouezadegoù…)
Reiñ ur welusted vat d’al lec’hiennoù dizanavez dre benvegoù kehentiñ boutin
Frammañ ur gwir kumuniezhad tud a-vicher ha karourien anaoudek bodet gant an hevelep boemenn
a-benn lakaat gwelout ha komprenn al lechiennoù d’an niver brasañ a dud
Kizidikaat anezho ouzh dalc’hoù gwarez ar glad-mañ

3 : Advuhezekaat

an ober

keodedek en-dro

d’ar glad

Magañ ar gouestl-keodedour
Aesaat hor c’hevelerezh gant an holl strollegezhioù pe gant an aozadurioù foran
Ambroug lec’hiennoù o deus diaesterioù, dre gendrediezh etre an izili
Gwareziñ ha kizidikaat ouzh an endro naturel war-dro al lec’hiennoù

An Istoradur berr-ha-berr

miz Du 2013 : taol grenn e St-Yust,eskemmoù kentañ etre obererien disheñvel eus talvoudekadur ar glad ragistorel a-benn soñjal e diazez ur rouedad.
2014

« Rouedad Lec’hiennooù Ragistorel Breizh » a oa bet graet eus ar rouedad, gant he disklêriadur diazezañ

  • Aboe 2014 : Aozet un sizhunvezh stummadur ouzh hanterouriezh an henoniezh bep miz Du
  • 23 a viz Eost 2014 – Karn Mane Bihan, Arzhon (56 Mor-Bihan) : aozet un devezhiad buheziñ digoust gant izili ar RSPB
2015

Karta an emezelañ danzeet ha davedekaet e 2016 a zo bloavezh ar c’hentañ emezeladurioù kefridiel

  • lakaet ur c’hevelerezh war-sav gant poellgorioù-departamant an touristerezh :
    pajenn buhez enni lakaet gant izili ar RLRB « Meurvein Breizh » war al lec’hienn « Ran gant Breizh »
  • lakaet war-sav amprestoù digoust benvegoù-kelenn digant ar RLRB
    (diskouehadegoù, adsevel benvegoù ragistorel)
2016

srkidaozet roll diferadurioù an emezelañ davedekaet e 2017

  • miz Here 2016 : devezhiad etreanouedegezhoù ar RLRB – Ar C’hillioù (22 Aodoù-an-Arvor) : gweladennoù krugell-vez Kernitron Loreta, Ti an Henoniezh e Plusulian, diskouezhadeg «Kreizy Archéo»
2017

deroù raktres ul lec’hienn ha krouidigezh lun ar RLRB

  • miz Ebrel 2017 : lakaet war-sav Devezhioù Treuskas Barregezhioù ar RLRB. Kentañ DTB : « Stalieroù
    Furchadegoù Nevezoadvezh ar Maen »
  • miz Ebrel 2017 : devezhiad etreanouedegezhoù ar RLRB – Chanter Meurvein AKTA
2018

lun ha lec’hienn davedekaet

  • miz Ebrel 2018 : douget ur respont gant ar RLRB d’ar galv da raktres rannvroel « Glad – Meurvein Breizh »
  • miz Gouere 2018 : Devezh Treuskas Barregezhioù : Ragistor Penn-ar-Bed : gweladennoù e Pennmarc’h,
    Ploeneg ha Plougastell-Daoulaz
^

À suivre...

KENEREN

 A-youl-vat pe a-vicher e vodomp an holl dud c’hoant ganto talvoudekaat lec’hiennoù ragistorel e Breizh dindan framm embregerezhioù, kevredigezhioù, Kevredadoù Kevelouri Perzhiadek (K.K.P.), Embregerezhioù Foran ganto doareoù Kenwerzh pe Greanterezh (E.F.K.G.), emembregerien h.a. pe n’eus forzh piv a fellfe dezhañ oberiañ war an dachenn-mañ.

 N’eo ket ret bezañ merour(ez), perch’enn(ez) pe labourat war ul lec’hienn henoniel evit mont davedomp !

Graet eo war-dro kenurzhiadur ar RLRB gant ar c’h/KPLE Traoñienn ar stêr Wilen – Kevredigezh Natur ha Meurvein.

da bellgargañ

Plegfollen ginnig an RLRB 2022 da bellgargañ

Roll diferadurioù emezelañ an RLRB da bellgargañ

Karta an RLRB da bellgargañ

Darempredoù gant

13 + 6 =